Servijoù

EOG Treiñ a ginnig deoc'h ar servijoù-mañ : 

 

  • Treiñ e brezhoneg diwar ar galleg ho pinvioù ha skorioù kehentiñ : lec'hienn internet, lizher-kelaouiñ, plaketenn, plegfollennoù, kazetenn diabarzh, kartennoù-bizit,...
  • Treiñ e brezhoneg diwar ar galleg katalogoù, notennigoù teknikel ha mod implij ho produioù. 
  • Treiñ klevheñcherioù ha mouezh a-vaez.
  • Treiñ lennegel : romantoù, danevelloù,...
  • Treiñ e galleg diwar ar brezhoneg testennoù a bep seurt.
  • Kuzuliañ war ar c'hehentiñ divyezhek : kinnig diskoulmoù simpl a-benn aozañ pajennoù divyezhek kempoell ha kempouez en ur vestroniañ ar prizioù. 
  • Merañ raktresoù liesyezhek : brezhoneg, saozneg, alamaneg,...
  • Skrivañ pennadoù e brezhoneg : pennadoù war internet, pennadoù kazetennerezh,...

 

Gant EOG Treiñ oc'h sur da gaout troidigezhioù a-zoare an abretañ ar gwellañ. Doujañ a reomp strizh ouzh kempoellded an dermenadurezh, an ereadurezh hag ar stil dre ober gant SDL Trados Studio 2021, ur meziant TAU (Treiñ ameilet dre urzhiataer) ennañ ur vemor treiñ ha geriaouegi.