diwar-benn eog

Patrice Marquand EOG Treiñ

Aet eo Patrice Marquand e-barzh ar gevelouri Chrysalide e miz Gwengolo 2017 a-benn diorren e obererezh treiñ e brezhoneg dindan an anv merk EOG Treiñ. Abaoe miz Mae 2019 en deus savet e vikroembregerezh dezhañ.

 

Tapet eo bet gantañ an doktorelezh war ar brezhoneg hag ar c'heltieg e Skol-veur Roazhon 2 e 2012. Kenurzhier eo bet war an touristerezh hag ar sevenadur en ur gevredigezh sevenadurel.  Graet en deus war-dro ar merañ, ar c'hehentiñ hag an diorren en ur greizenn a sevenadur, bod-arsav ha degemer strolladoù.  

Abaoe ar 1añ a viz Genver 2019 eo Patrice Marquand ezel eus ar SFT, Sindikad micherel an droerien ha jubennourien o labourat e Frañs.

 

Evel ezel eus ar SFT eo engouestlet da zoujañ ouzh termenoù ar Chod dleadouriezh evit a sell eus e vicher. Dezrevell a ra ar C'hod ar pennaennoù hag ar boazioù mat a warant d'an arvalien koulz ha d'ar bourvezerien siriusted, barregezh, onestiz ha divezelezh.

Evit muioc'h a ditouroù, pellgargit e CV  pe kit da welet e bajenn LinkedIn :

 

Gant an anv EOG e vez arouezet labour an troer : evel an eog o vont gant red ar stêr hag a-benn dezhañ da c'houde ez a an troer eus an eil penn d'egile d'e destenn, eus ar yezh kein d'ar yezh tal. 

 

Er vojennerezh keltiek e vez sellet ouzh an eog evel loen koshañ ar bed. Arouez ar furnez hag ar c'houiziegezh eo an eog ivez.