EOG : TREIÑ E BREZHONEG

Treiñ zo sevel ur pont etre daou sevenadur

Talvoudekaat a rit ar fed m'eo stag hoc'h embregerezh ouzh e diriad rak  kavout a ra deoc'h eo un atoud evit e ziorren. Difenn a rit ar chemet dibar da Vreizh, hec'h identelezh sevenadurel ha yezhel, dre m'int andonioù a gengred, a demz-spered hag a startijenn ekonomikel.

 

Evit hoc'h embregerezh ha ho produioù e fell deoc'h kaout ur c'hehentiñ pozitivel, gwirion ha dibar, kempoell gant ho talvoudoù, a greñva c'hoazh ho karantez evit Breizh ha ho lorc'h da vezañ Breizhad :

 

Grit e brezhoneg ! 

 

War gresk ingal bep bloaz e ya ar goulenn treiñ teknikel ha kenwerzhel e brezhoneg. Na chomit ket da dermal ! 

 

EOG eo an ajañs treiñ e brezhoneg nemeti a labour da gentañ evit an embregerezhioù hag ar gennad prevez.  Arbennikaet eo war an tachennoù-mañ :

  • Touristerezh, glad, sevenadur.
  • Kehentiñ, embann, liesvedia.
  • Kenwerzh, artizanerezh, greanterezh.