darempred

M'ho pez goulennoù diwar-benn ar prizioù treiñ amañ dindan pe traoù all kasit deomp ur gemenadenn dre ar formulenn-mañ ha respontet e vo deoc'h dizale.

Note : veuillez remplir les champs marqués d'un *.

PRIZIOÙ TREIÑ 2018

Niver a c'herioù er yezh kein Priz PTM
Dindan 200 ger : treziad  40 €
Betek 5 000 ger 0,15 € / ger
Etre 5 000 ha 20 000 ger 0,12 € / ger
En tu-hont da 20 000 ger 0,10 € / ger

Ar prizioù-mañ a zo enne : 

  • Tretadur dre veziant  eus an destenn orin diwar ur stumm fichennaoueg azas (Word, Excel, PowerPoint, OpenOffice, LibreOffice, PdF, HTML,...).
  • Enklask teuliaouiñ ha sevel ur c'heriaoueg.
  • Al labour treiñ.
  • Adwelet, difaziañ hag adlenn.
  • Degas d'an arval an destenn troet en he stumm orin.

Prizioù kresket ha rakpriz difer evit :

  • Labourioù mallus ha diouzh an noz.
  • Testenn orin kaset war ur skor diazas da dretiñ gant an dorn (paper,...).
  • Testenn orin dilennapl pe diaes da zisifrañ.
  • Merañ raktresoù liesyezhek.
  • Mizoù hent, mizoù predañ ha kousket.

Labourioù difaziañ, adwelet, adlenn war un destenn troet c'hoazh :  40 € PTM an eurvezh. 

Evel ezel eus KOI29 Chrysalide eo EOG Treiñ endalc'het d'an TGO gant ur feur 20% a vo ouzhpennet war sammad PTM pep pourchas.