EOG Treiñ a ginnig deoc'h ar servijoù-mañ :
- Treiñ e brezhoneg diwar ar galleg ho pinvioù ha skorioù kehentiñ : lec'hienn internet, lizher-kelaouiñ, plaketenn, plegfollennoù, kazetenn diabarzh,
kartennoù-bizit,...
- Treiñ e brezhoneg diwar ar galleg katalogoù, notennigoù teknikel ha mod implij ho produioù.
- Treiñ klevheñcherioù ha mouezh a-vaez.
- Treiñ e galleg diwar ar brezhoneg testennoù a bep seurt.
- Kuzuliañ war ar c'hehentiñ divyezhek : kinnig diskoulmoù simpl a-benn aozañ pajennoù divyezhek kempoell ha kempouez en ur vestroniañ ar prizioù.
- Merañ raktresoù liesyezhek : brezhoneg, saozneg, alamaneg,...
- Skrivañ pennadoù e brezhoneg : pennadoù war internet, pennadoù kazetennerezh,...
Gant EOG Treiñ oc'h sur
da gaout troidigezhioù a-zoare an abretañ ar gwellañ. Doujañ a reomp strizh ouzh kempoellded an dermenadurezh, an ereadurezh hag ar stil dre ober gant ur meziant TAU (Treiñ ameilet dre
urzhiataer) ennañ ur vemor treiñ ha geriaouegi.